Savidigezh ur gêr
Krouet e oa bet Gwened oc’hpenn 2000 blez zo, e goueled ar Mor Bihan. Kreskiñ a reas a-ziàr ar porzh, kalz a oberiantiz ennañ betek an XIXvet kantvlezad.
Darioritum e oa an anv kentañ
E dibenn ar Iañ kantvlezad e-raok JK em astennas ar gêr galian-ha-roman àr an dorgenn Boismoreau, a-dreist un aber. Aozet e oa Darioritum en-dro d’ur forom bras hag a oa kreizenn velestradurel ha politikel bro ar Weneted. E diaz kêr e oa ur porzh é roiñ lañs d’ar c’henwerzh. E dibenn an IIIvet kantvlezad e oa bet savet ur castrum (lec’h kreñv) àr torgenn nes ar Menez.
… ha venetis an eil anv, e deroù ar Vvet kantvlezad
Unan ag eskoptioù kentañ breizh
Astenn ar ramparzhioù
Ar Gêr nevez
Er XVIIvet kantvlezad e oa bet meur a gouvant doc’h em staliiñ tro-ha-tro kêr. Etre 1675 ha 1689, àr-lerc’h ma oa bet harluet Breujoù Breizh a Roazhon da Wened, e oa bet roet lañs da savadurioù nevez, evel e kreisteiz ar gêr gloz. Get ur reizhiad kas dour mat da evet ha rabinoù plantet a wez e oa bet kaeraet kêr ivez.
Kêriekaat ar fabourzhioù
E-pad an eil hanterenn ag an XIXvet kantvlezad e oa bet ledanaet kêr a-gaoz da zaou dra a zegasas buhez enni : an hent-houarn a oa arruet e 1862 ha, goude 1870, e oa daet daou rejimant kanolierezh d’em staliiñ e Gwened. Labouradegoù bihan ha strolladoù tier a oa bet savet e-tal an ti-gar ha karterioù ar c’hornôg a zaas da vout karterioù annez.
Kêr hiziv an diez
Àr-lerc’h an eil Brezel-bed e oa kresket kalz kêr. Er blezadoù 1960-80 e oa bet savet Takadoù da Gêriekaat da Gentañ e Kergadoù ha Menemeur, ha kempennet e oa bet hent-tro an hanternoz. Evel-se e oa bet cheñchet kalz tachenn gêr, a ya bremañ dreist harzoù ar gumun. Mes he c’hreiz-kêr kozh zo bet miret mat get Gwened, get ar steuñv saveteiñ ha talvoudekaat a oa bet degemeret e 1982.
Kêr a-hed ar c'hantvlezadoù
Lec’h annez muiañ-karet duged Breizh e oa Gwened e dibenn ar Grennamzer ha dont a reas da vout prefeti ar Mor-Bihan e 1791.
Kêr an eskibien
E 1418-1419 e taas an dominigad spagnol Visant Ferrer da Wened, e-lec’h ma varvas. Un devosion vras a oa evitañ. Patrom kêr eo. Get an Enepdisivoud e oa bet savet e-leizh a gouvantoù tro-dro kêr : Karmezidi diarc’hen, Ursulinezed, Kabusined a oa lec’hiet e karter ar porzh ; ar Jezuisted hag an Dominigiz a oa diazezet en hanternoz hag e reter kêr.
Gwened, fleurenn dugelezh breizh
A-c’houde ar brezel hêrezh a reas e reuz e Breizh en eil hanterenn ag ar XIVvet kantvlezad, duged familh Moñforzh a zibabas Gwened d’ober o annez. Kambr ar C’hontoù a oa e Gwened er XVvet kantvlezad hag eno em vode ar Stadoù lies ivez. E 1485 e oa bet krouet parlamant kentañ Breizh get Frañsez II. Em dolpiñ a rae er C’hastell Gailhard.
Breizh staget doc'h bro-c'hall
E 1488 e oa bet trec’het arme an dug Frañsez II get soudarded Bro-C’hall, e Sant-Albin-an-Hiliber, tost da Roazhon. Dimezet e oa bet e verc’h, an dugez Anna, get roueed Bro-C’hall Charlez VIII ha Loeiz XII, da glask lakaat un termen da frankiz Breizh. Mes e Gwened eo, e miz Eost 1532, ma em gavas ar roue Frañsez Iañ get Stadoù Breizh ha goulenn a reas e vize staget Breizh doc’h Bro-C’hall da virviken. Kement-se a voe peurwiriekaet un nebeud mizioù àr-lerc’h e kastell Plessis-Macé en Anjou.
Ur porzh bras ha kêr-benn ar maezoù
Ne oa ket kalz a labouradegoù doc’h em staliiñ e Gwened en XIXvet kantvlezad. Ar chanterioù sevel-bagoù hag ar c’hivijerezhioù a oa aspadennoù ag ar Renad Kozh. Serriñ a reas ar govuerezh diwezhañ e 1939. Er blezadoù 1960, get Michelin é tonet da Wened ha get kresk an agrobouederezh, e taas lañs en-dro get ar greanterezh er c’horn-bro.
Melestradurezh ha touristerezh
Élu rattaché
