An dimeziñ zo un ober gwirel solenn ha foran. Lakaet eo edan divizoù zo ha goulenn a ra ur furmelouriezh dibar.
Asant an danvez priedoù a rank bout graet e pep frankiz hep bout goulennet get feulster (spered pe korf) e kement stumm zo ha bout broudet get ur gwir c’hoant d’em unaniñ get liammoù an dimeziñ evel m’eo rakwelet get ar c’hod keodedel.
E-menn kaout e deuliad dimeziñ ?
Gellout a reer kaout e deuliad é vonet da servij marilh ar boblañs Gwened.
-
Kreizenn velestradurel kêr – Marilh ar Boblañs
7 straed Jozeb ar Brizh – BP 509
56019 Gwened Cedex
An teuliad a c’hoarvez ag ur furmskrid da vout klokaet ha sinet get pep hini ag ar priedoù hag a bezhioù da bouchas. Ur wezh klokaet an teuliad e rank bout roet get an danvez priedoù o-unan da servij Marilh ar Boblañs Gwened.
Diàr un akta priedelezh e c’heller roiñ 3 zeul dishañval : un eilskrid klok, ur paper meneget ar maberezh àrnañ hag ur paper hep ar maberezh meneget àrrnañ. An divizoù roiñ zo hrevez natur an teul a c’houlennit. An difrae evit e gaout a cheñch hervez lec’h dimeziñ an den a sell an akta outañ.
Digoust eo an akta.
Grit kentoc’h get furmskridoù enlinenn, mar plij
Gellout a rit ober ar goulenn enlinenn
Ma ne c’helit ket ober ho tifrae enlinenn
Titouroù pleustrek :
Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner.
Pour se marier à Vannes et partout en France, il faut respecter certaines conditions (âge, domicile, absence de liens de parenté).
Un dossier contenant des documents obligatoires doit être déposé à la mairie de Vannes pour la cérémonie.
Vous trouverez sur cette page l’ensemble des informations pour préparer et réaliser votre démarche en toute sérénité.