Mediaoueg Beaupré-Tohanig, e karterioù Reter Gwened, paraviz da strollad skolioù Beaupré-Al Lann, zo ur gwir lec’h buhez, ma roer pouez d’an degemer ha d’al levenez.
Get al liorzh terket, al lec’hioù goulaouet mat, ar saloñsoù bihan hag ar gourvezvankoù bouk… e vehet en un aergelc’h koñfortus hag a-vod evit diskuizhiñ ha kendiviziñ, en diabarzh koulz hag en diavaez.
Lenn, follennata, kontiñ, c’hoari, kaozeal, anavout traoù nevez, selaou sonerezh, sellet doc’h filmoù, merdeiñ dre Internet, studial, em stummiñ : servijoù lies zo kinniget er vediaoueg hag en amen d’an holl.
En hevelep savadur get kevredigezhioù ar c’harter emañ ar vediaoueg. An aozadur espar-se a ra dezhi bout un aveadur tost d'an dud, a gas àr-raok ar c’hemmesk sokial hag an darempredoù etre an oberourion sokial ha sevenadurel hag a ro c’hoant d’an annezidi da gejiñ asambl. Mediaoueg Beaupré-Tohanig zo ul lec’h degemerus, modern, evit kemer perzh ha c’hoari... digor d’an holl ha da bep unan.