C'hwi a glask ur feson diwall aes ober getañ, doc'h ho c'hoant, evit ho krouadur edan 4 blez ? 1, 2, 3... pe 5 devezh ar sizhun ? Evidoc'h-c'hwi emañ graet ar lec'hioù liesdegemer.
Evit gwalc'hiñ an dud ag o doberoù en deus Ti-kêr Gwened meur a framm dishañval o eurioù digoriñ ha degemer.
Ur monet en-dro aes ober getañ
Er lec'hioù liesdegemer e c’heller ober àr-dro ho pugel:
- ingal pe ur wezh an amzer, hag en ur feson
- kemm-digemm doc'h ho c'hoant (2 eurvezh d'ar bihanañ, betek an deiz-pad)
Ur skipailh arbennigourion a-vicher
A-hed an deiz e ra ur skipailh tud a-vicher, get grad-vat ho tiegezh, àr-dro ho krouadur : babigourion, desaverion bugaligoù, eilbabigourion, implijidi servij. A bep sort abadennoù a lusk-dilusk e zevezh, graet diàr ar raktres desevel, ha jaojet doc'h e oad hag e gresk. Tamm-ha-tamm e tigor en ur em gavet get bugale arall, hag en ur gemer perzh e obererezhioù renet pe pas.
Un degemer doc'h ar c'hrouadur e-unan, ha diàr ur raktres desevel
Ur wezh ma vo en e aez e vo personelaet degemer ho krouadur. Evel-se e c'hello bout broudet trema an emrenerezh, en ur roiñ tro dezhañ d'em sevel e-unan diàr e endro, é astenn e bersonelezh hag e zarempredoù get ar re arall (bugale ha tud vras).
Ur lec'h hag obererezhioù a-feson evit ma vo ar vugale en o bleud
Empentet hag aozet eo bet diabarzh an ti evit ma jaojo degemer ha labour ar skipailh doc'h divorfiliñ ar re vihan. Doc'h oad ar vugale ec'h eus kinniget abadennoù, kaset get ar skipailh pe get tud diavaez (babigoù lennerion, sonerion...). Gellet a reont ivez gober o mad ag ar lec’hioù àr-dro (marc'had, liorzh-kêr...) hag ag ar frammoù diavaez (mediaoueg, arvestoù...) en ur gas ar vugale da eno.
Certification Ecocert pour les productions maraîchères
Nos productions 2023 ont reçu la certification Ecocert, référence en matière de certification biologique et environnementale assurée par un organisme indépendant (conformité des produits et des cultures, engrais verts / compost autoproduit / protection biologique intégrée / productions sur place...).