Skip to main content

Touristerezh

C’hoant ho peus d’aveliñ ho penn er Mor Bihan ?

Kêr Gwened eo al lec’h gwellañ evit un achapadenn dizoloiñ, un dibenn-sizhun romantel pe evit tremen vakañsoù hep o far.

Roet eo bet al label Kêr Arz hag Istor da Wened a vez kinniget ur bochad abadennoù sevenadurel enni, gweladennoù istorel ha dudius e lec’hioù kaer evel ar ramparzhioù ha Gwalc’heris ar Warenn àr vord an douvezoù, an Iliz-veur, ar C’hovu, Ostel Limur, reper ar Porzh ha banelloù ar gêr-benn ag ar Grennamzer.

E-pad hoc’h achapadenn e c’helloc’h lojiñ e Tachenn-gampiñ Koulev, monet e bourzh get ar c’hompagnunezhoù merdeiñ evit gober tro an inizi er Mor Bihan, get ehanoù mar karit, en Arzh, Houad, Edig pe ar Gerveur a zo un nebeud gourhedadoù a borzh Gwened !

Evit beviñ ar mareoù pouezus e Gwened, dait da sellet en hor rubrikennoù Soñjoù evit sortial hag e lec’hienn Ti an Douristed.

Élue rattachée

Nadine DUCLOUX
Nadine PÉLERIN
Maire-adjointe en charge des grands événements, de la communication et des relations internationales