Skip to main content

Erlec'hioù kerent - bugale

Lec'hioù kaozeal ha titouriñ eo an Erlec'hioù Kerent – Skoazellerezed-Mamm (E.S.M.), kaset en-dro get michereion ar vugaligoù. Lec'hioù emgav int ivez evit ar gerent, ar skoazellerezed-mamm, ar skoazellerezed er gêr, ha micherourion ar vugaligoù. Abadennoù a bep sort a vez gete : nozvezhioù tematek, atalieroù divorfiliñ, kaozeadennoù penn-oc'h-penn ...

Actualité

Le Relais Petite Enfance organise avec le service petite enfance de la ville sa première réunion d'information mensuelle pour les familles sur l'ensemble des modes d'accueil du territoire pour les enfants de moins de 3 ans.

Celle-ci est prévue le mercredi 11 juin 2025 de14h à 15h30 à la maison des associations, salle B7A au RDC.

Il est impératif de s'inscrire pour y assister : 

  • par mail : rpe@mairie-vannes.fr
  • par tel : 02 97 01 65 13 ou 02 97 01 65 14


 

Me zo tad / Mamm

Evit ar gerent

Div listenn a vo kaset deoc'h get an ESM : hani ar skoazellerezed-mamm grataet e kêr Gwened ha hani an aozadurioù diwall er gêr.

Get an ESM e c’hellit gouiet traoù a-zivout ho labour evel implijer :

  • gouiet ho kwirioù ha ho tleadoù,
  • titouroù a-zivout ar skoaziadennoù argant, an difraeoù melestradurel hag ar sevel kevratoù labour ha degemer.

Me a garehe e vehe diwallet ma c'hrouadur

Degemer e tier ar skoazellerezed-mamm grataet e kêr Gwened

Ur c'hant bennak a skoazellerezed-mamm zo grataet, da lâret eo e-tro ec’h eus 350 plas gete. Get ar C'huzul Departamant eo grataet ar skoazellerezed-mamm. Er gêr, pe en un ti skoazellerezed-mamm, e c'hellont degemer 1, 2, 3 pe 4 c'hrouadur. Rekis eo bout grataet evit mont àr ar vicher, àr-lerc'h bout heuliet ur stummadur kentañ. Ar barregezhioù dleet evit gober berzh zo, e-mesk traoù arall, gouiet gwarantiñ ar surentez ha gober ma vo ar vugale degemeret en o aez. Ar barregezhioù hag ar gouiziegezhioù berniet dre ar stummadur kentañ zo talvoudus evit prientiñ div amprouenn dre skrid an TGM « Paotr / Plac'h-an-Degemer Desaverezh Bugaligoù ». Get an doare diwall-se e vez aesoc'h ha souploc'h an traoù d'ar gerent hervez o ezhommoù.

Diwallerezh e ti ar gerent

An diwallerez er gêr zo un den hag a vez gopret get an tiegezh àr-eeun pe dre hantererezh un aozadur. Peadra da lezel e grouadur en e endro boas ha doujiñ d'e lusk.

 

Me zo skoazellerez-vamm

Evit ar skoazellerezed-mamm hag an diwallerezed er gêr

An ESM zo asambl geneoc'h pa vezit é labourat :

  • titouroù a-zivout ar micherioù, ar statudoù, ar c'hevratoù labour,
  • atalieroù divorfiliñ en holl garterioù ag ar gêr : atalieroù babigoù lennerion asambl get mediaoueg Gwened, atalieroù dudius er c'harterioù asambl get ar c'hoariaoueg, arvestoù evit ar re vihan...
  • momantoù prederiiñ àr ar vicher, moian zo da gemer perzh e tolpoù kaset d'enderv-noz get tud a vicher, da ouiet analiziñ degouezhioù pleustrek ar vuhez pemdeziek.

an ESM a vez o labourat kevret get babigourezed Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale, hag a heuilh ar skoazellerezed-mamm.

Service rattaché

Relais Petite Enfance

22 Avenue Victor Hugo
Accueil téléphonique et accueil sur rendez-vous du lundi au vendredi. Permanence sans rdv le lundi de 8h30 à 12h

Élue rattachée

Christine PENHOUËT
Christine PENHOUËT
Conseillère municipale