Skip to main content

Pont Kerinoù

Porzh Gwened zo ur borzhlenn gloz, zo dalc’het 2,10 metrad dour enni d’an nebeutañ get un nor-skluz, a vez digoret hervez eurioù ar mareoù. A-du arall, evit monet d’ar porzh e ranker ivez tremen dre bont Kerinoù savet a-us ar ganol, en adraoñ d’an nor-skluz.

Digoradur pont Kerinoù

Ne vez digoret hennezh nemet d’an eurioù merket, ha nemet pa vez bagoù éc’h embreger hag a zo prest da vont en tu arall dezhañ. Ret-groñs eo eta, evit pep bag, rakwelet he fiñvadennoù evit monet a-barzh pe e-maez porzh Gwened.
Digoret e vez an nor-skluz 10 mn a-raok embregadenn gentañ ar pont ha serret e vez 10 mn àr-lerc’h an embregadenn diwezhañ. Kement-se a vez graet en ur memes tachad digoriñ.

Diwallit

Hervez ar mareoù e c’hell an nor-skluz bout digoret ur wezh pe ziv bemdez. Dav eo notenniñ ne c’hello ket bout digoret da eurioù zo ma n’eus ket trawalc’h a zour evit gwarantiñ surentez ar bagoù amaret er borzhlenn gloz. Goulenn a reer diget ar vageerion doujañ ar gouleier dre ret evit monet en tu arall d’ar pont pe d’an nor-skluz.

Evit ma ne chomo ket re bell ar c’harbedoù a-sav a-araok tremen e rank ar vageerion kuitaat ar ponton gortoz abred a-walc’h ha bout prest da vonet en un tu arall d’ar pont d’an eurioù merket er sturlevr.

 

Eurioù ar c'habitendi

E kabitendi porzh-bageal Gwened e vezit degemeret

  • A viz Genver da hanter miz Ebrel hag a hanter miz Here da viz Kerzu
    A 9e da 12e hag a 3e da 5e, a Lun da Wener (e-maez an deizioù-gouel).
  • A hanter miz Ebrel da ziwezh miz Mezheven hag a viz Gwengolo da hanter miz Here
    Ag 8e da 12e hag a 3e da 6e, a Lun da Wener (e-maez an deizioù-gouel). E miz Gouere hag e miz Eost
  • E miz Gouere hag e miz Eost
    Ag 8e da 12e hag eus 3e da 7e, Sul-ouel-pemdez

Service rattaché

Capitainerie du Port de Vannes

Quai Bernard Moitessier BP 509 , Vannes