Difrae heñvel-mik evit an dilennerion a zo é chom e Gwened met n’emaint ket mui é chom er memes lec’h e Gwened. Enskrivet e vint e burev votiñ o c’harter neuze.
Da notenniñ : kemenn adkas ar post ne dalv ket evit lizheroù an dilennerion a vez adkaset bep taol d’an ti-kêr get ar Post.
VOTIÑ DRE C'HALLOUDEGADUR
An dilennerion ne vint ket e Gwened da zeiz an dilennadegoù pe a zo divarrek da vonet da votiñ, a c’hell votiñ dre c’halloudegadur.
Evit sevel ur galloudegadur e ranker dibab ha kas e c’houlenn :
d’ar C’homiserdi polis pe d’an archedi choazet geneoc’h
da Lez-varn Ensav al lec’h annez pe labour
Evit Gwened :
Komiserdi, 13 boulouard ar Peoc’h
Lez-varn Ensav, 22 bis plasenn ar Republik
Teulioù da bourchas :
Un teul-anaout,
Daveennoù al leuriad pe al leuriadez (anv, anvioù-bihan, deiziad ha lec’h ganedigezh, chomlec’h).
LAKAAT REIZHAÑ UR FAZI ÀR MA C’HARTENN-ANV
Ma’z oc’h ganet e Frañs, àr-bouez Kaledonia-Nevez ha Wallis-ha-Futuna,
e rankit gober ho koulenn difaziiñ get ar servij enlinenn a zo el lec’hienn service-public.fr.