Emañ kreizennoù sokiosevenadurel kêr Gwened e-kreizig-kreiz karterioù Kergadoù, Roc’han ha Menemeur. Get o oberoù e kemeront lod da vat er c’hresk lec’hel. Setu o c’hefridioù :
- Kinnig abadennoù digor da razh an dud, bras ha bihan
- Aesaat an darempredoù etre ar rummadoù
- Harpiñ ar raktresoù perzhiiñ àr dachenn ar sevenadur, ar c’hengred hag ar geodedouriezh
- Sikour intruduioù an dud hag ar c’hevredigezhioù
- Harpiñ ar gerentelezh, talvoudekaat ar garg a gerent
- Gober ma c’hello pep unan kavet e blas er gevredigezh, stourm doc’h an droukziforc’hioù
- Kreskiñ ar liessorted hag ar respet evit an diforc’hioù
- Deskiñ dre oberoù dizarbenn
Kement kreizenn a zo zo ur lec’h beviñ plijadurus, evit bout an tostañ posupl doc’h Gwenediz ha roiñ he lod d’ar « beviñ gwell kevret ». Mesk-ha-mesk e vez aozet, doc’h ar lec’h, abadennoù àr dachenn an dudioù, an deskadurezh, ar sevenadur hag an arzoù. Lec’hioù int ma c’hell an den bout selaouet ivez, ha lec’hioù kenlodiñ digor da razh an dud.
Élu rattaché
Mohamed AZGAG
Maire-adjoint en charge des affaires sociales, de la solidarités et de la politique de la ville