Skip to main content

KREIZENN STANKENNOÙ KERGADOÙ

Kement kreizenn a zo zo ur lec’h beviñ plijadurus, evit bout an tostañ posupl doc’h Gwenediz ha roiñ he lod d’ar « beviñ gwell kevret ». Mesk-ha-mesk e vez aozet, doc’h ar lec’h, abadennoù àr dachenn an dudioù, an deskadurezh, ar sevenadur hag an arzoù. Lec’hioù int ma c’hell an den bout selaouet ivez, ha lec’hioù kenlodiñ digor da razh an dud.

Inscrire mon enfant

Pour les inscriptions et le programme détaillé, merci de vous présenter à l'accueil du centre.

KELEIER

JOURNÉE DU CONTE PETITE ENFANCE

avec Les Conteurs du golfe

 

SAMEDI 12 OCTOBRE 2024

À 10h: pourles 18 mois - 3 ans

À 11h: pour les 3-6 ans

À 16h: pour les 3-6 ans

Renseignements et inscription au CS Les Vallons de Kercado. N'hésitez pas à vous inscrire, c'est GRATUIT.

PROGRAMM AN OBEREREZHIOÙ

Kement kreizenn a zo zo ur lec’h beviñ plijadurus, evit bout an tostañ posupl doc’h Gwenediz ha roiñ he lod d’ar « beviñ gwell kevret ». Mesk-ha-mesk e vez aozet, doc’h ar lec’h, abadennoù àr dachenn an dudioù, an deskadurezh, ar sevenadur hag an arzoù. Lec’hioù int ma c’hell an den bout selaouet ivez, ha lec’hioù kenlodiñ digor da razh an dud.

BUGALIGOÙ 0-4 BLEZ

Ur lec’h degemer eo kreizenn stankennoù Kergadoù, digor d’ar vugaligoù, adal o ganedigezh betek o 4 blez, d’o zud, d’an danvez kerent ha d’ar skoazellerezed-mamm, tolpet hag aozet enni :

  • Un arsav-diwallerezh

  • Ur lec’h degemer bugale/kerent ma vez aes em gavet ha kaozeal en ur c’hoari

  • Atalieroù buheziñ evit ar skoazellerezed-mamm daet get bugale (diàr atiz an Erlec’h Skoazellerezed-mamm)

  • Atalieroù divorfiliñ, c’hoari ha desevel

  • Ur levraoueg àr ar straed a vez e-pad ar vakañsoù-skol, e-kreiz karter Kergadoù, evit ar re vras hag ar re vihan.

ETRE 4 HAG 11 VLEZ

Degemer dudi - E-pad ar vakañsoù-skol ha d’ar Merc'her d'enderv e vez degemeret ar vugale er greizenn. Obererezhioù àr dachennoù an arz, ar sport, ar sevenadur, an endro … a vez kinniget dezhe.

Ar greizenn dudi zo ur lec’h ma vez broudet ar vugale da zeskiñ beviñ kevret, da vout emrenoc'h-emren, da vleuñviñ ha d’em zigoriñ davet ar re arall. 36 a vugale a c'hell bout degemeret eno d'ar muiañ.

Evit lakaat e anv

Harpiñ ar skoliata

Get ar stignad-se e c’hell ar vugale ag ar CP d'ar CM2 bout sikouret get un den a-youl vat pa reont o deverioù-skol ha kemer perzh e obererezhioù deskiñ.
Digoust eo ar stignad « harpiñ ar skoliata », ha digor da razh ar vugale skoliataet en ur skol gentañ. En drebad-se e vez sikouret get ar vugale gober o labour skol dre tud a-youl vat. Oc'hpenn tra e vez kinniget dezhe obererezhioù pedagogel, a astenn re ar skol.

D’ar Lun, d’ar Meurzh ha d’ar Yaou, a 4e45 da 6e d'enderv
Digoust eo an abadennoù / enskrivadurioù digor keit ma chomo plasoù

ETRE 11 HAG 21 BLEZ

Ur Lec’h evit ar re yaouank – hani ar Vadalen – digor adal 11 vlez.
Ur lec'h graet evit ar re yaouank, ma vez savet traoù, raktresoù, roet buhez dezhe ha selaouet an dud. Animaterion a vez àr ar lec'h, evit o skoazelliñ da seveniñ o c'hoantoù hag o raktresoù (ha pa sellhent doc'h an arzoù, ar sevenadur, an deverrañsoù …).
Bout e c’hell ar re yaouank ivez kemer lod en un atalier liessport ur wezh ar sizhun.

Eurioù digoriñ pa vez skol :

  • Evit ar re 11-15 vlez

D’ar Merc’her ha d’ar Sadorn etre 2e ha 5e d’enderv
D’ar Gwener etre 5e ha 7e d’enderv

  • Evit ar re 16-21 blez

D’ar Merc’her etre 5e ha 7e d’enderv
D’ar Gwener etre 7e ha 9e da noz


Eurioù digoriñ e-pad ar vakañsoù-skol :

  • Evit ar re 11-21 blez

Ag ar Lun d’ar Gwener etre 5e ha 7e d’enderv

Stignadoù graet a-ratozh evit ar re yaouank :

  • Razh ar skolajidi a vez kinniget sikour dezhe en o skoliata. Get tud a-youl vat e c’hell ar vugale bout skoazellet en drebad-se. D’ar Lun, d’ar Meurzh ha d’ar Yaou, etre 4e30 ha 7e d’enderv.
  • Pourmenerion an Net, evezh niverel er rouedadoù sokial, meret get animaterion stummet.
  • Argant bihan 16/21 blez. Ur feson da c’hounit un tamm argant en ur vout talvoudus d’ar strollegezh. Chanterioù a-stroll (talvoudiñ hentoù-bale, kaeraat ar c’harter) ambrouget get animaterion : 3 euriad labour en eskemm doc’h ur gopr 15€.
  • Bout àr ar straedoù. D’ar Merc’her d’enderv, d’ar Gwener ha d’ar Sadorn dre bep div wezh. An animaterion yaouankiz a ya da gavout re yaouank ar c’harter da gaozeal gete, d’o hentiñ, ha da zerc’hel ul liamm gete.

EVIT AN DUD VRAS

Ur bochad abadennoù a vez kinniget evit aesaat ar c’henlodiñ, ar blijadur hag ar beviñ mat kevret : atalieroù harikotal , keginiñ, stammiñ, lenn, c’hoarioù-stroll, hag abadennoù sevenadurel ha sportel doc’h an deiz.

Pellgargiñ ar programm

GET AN TIEGEZHIOÙ

Kemerit lod e sortiadennoù, sportel pe sevenadurel, digor da razh ar rummadoù, pe en atalieroù evit kerent ha bugale 2-6 vlez. C’hwi a c’hell mont e vakañsoù ivez, da gampiñ d’an aod.

E-pad ar momantoù espar-se, asambl get tud a vicher, e c’helloc’h beviñ amzer blijus get ho tiegezh, diskuizhiñ ha tapiñ begon en-dro.

Stignad doc’h ar rannad tiegezhel

Skoaziadennoù evit gellet monet da vakañsiñ. Posupl eo ivez goulenn emgav get ar guzulierez ekonomikel, sokial ha tiegezhel, evit labourat kevret àr ar raktres vakañsiñ a garehed seveniñ. Na chomit ket etre an daou, ar greizenn sokial zo anezhi evit ma c’hellehed kas ho raktresoù da benn ivez.

E-KREIZIG-KREIZ AR C’HARTER

Krouiñ abadennoù er c’harter, asambl get e annezidi hag e gevredigezhioù, zo kefridi kreizenn sokiosevenadurel Kergadoù. Momantoù pouezus ha bourrus int, a laka an dud da gavout plijadur ha d’em veskiñ an eil re get ar re arall, evel :

  • Sadorniadoù etre ar rummadoù
  • E-maez ar greizenn
    Er c’harterioù e vez an animaterion evit kinnig abadennoù dre bep div wezh. Razh ar rummadoù zo pedet da zonet da veviñ ur momant asambl.
  • Festoù-karter
    Digor da razh an dud hag aozet kevret get ar strollad annezidi. Kement-se a ro an tu da em gavet an eil re get ar re arall pa vez un arvest, un abadenn, ur pred, kaozeadennoù...

UR SKOAZELL DOC’H AN DEN

Bemdez e c’hell ar greizenn sokiosevenadurel ar Kergadoù ho skoazelliñ. Emgav a c’heller kaout get :

  • Ur guzulierez àr an ekonomiezh sokial ha tiegezhel ag ar Lun d’ar Gwener
    Evit kaout sikour pa vezit get an difraeoù melestradurel, é heuliiñ ho pudjed, evit bout aliet pe hentet a-zivout buhez ho tiegezh : ganedigezh ur bugel, dudioù, raktresoù vakañsiñ, boued… (digoust)
  • Ur plac’h-ar-boued evit an dud vras
    Bep Gwener kentañ ag ar miz. Ret eo goulenn emgav evit bout aliet get ur plac’h-ar-boued ag an Erlec’h Diarbenn Yec’hed. Dre bellgomz da 02.97.62.68.40 pe dre bostel da relais.preventionsante@mairie-vannes.fr (digoust)
  • Kêrioù Lab
    Evit bout aliet pa grouer un embregerezh  - 06.65.93.59.35
  • K.O.S.G. (Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun)
    Burev-pad ar Servij Obererezh Sokial (Font Energiezhoù, dour, ispisiri kengred…) -  02.97.01.65.00
    D’ar Lun ha d’ar Meurzh ag 8e330 da 12e vintin (e-maez ar vakañsoù-skol)
  • Clic&Vannes
    Evit bout sikouret pa reer get un urzhiataer

Servijoù oc’hpenn a vez kinniget eno :
Feurmiñ salioù d’ar breveziaded, d’ar c’hevredigezhioù pe d’ar stummadurioù

 

Service rattaché

Centre Socioculturel Les vallons de Kercado

Rue Guillaume Le Bartz – 56000 VANNES

Élu rattaché

Mohamed Azgag
Mohamed AZGAG
Maire-adjoint en charge des affaires sociales, de la solidarités et de la politique de la ville