AR GREIZENN HENRI-MATISSE
KELEIER PROGRAMM AN OBEREREZHIOÙ E-KREIZIG-KREIZ AR C’HARTER UR SKOAZELL DOC’H AN DEN Permanences du CCASKement kreizenn a zo zo ur lec’h beviñ plijadurus, evit bout an tostañ posupl doc’h Gwenediz ha roiñ he lod d’ar « beviñ gwell kevret ». Mesk-ha-mesk e vez aozet, doc’h ar lec’h, abadennoù àr dachenn an dudioù, an deskadurezh, ar sevenadur hag an arzoù. Lec’hioù int ma c’hell an den bout selaouet ivez, ha lec’hioù kenlodiñ digor da razh an dud.
INSCRIRE MON ENFANT
Pour les inscriptions et le programme détaillé, merci de vous présenter à l'accueil du centre.
KELEIER
Pellgargiñ ar programm
Pellgargiñ ar programm
ETRE 4 HAG 11 VLEZ
Degemer dudi - E-pad ar vakañsoù-skol ha d’ar Merc'her d'enderv e vez degemeret ar vugale er greizenn. Obererezhioù àr dachennoù an arz, ar sport, ar sevenadur, an endro … a vez kinniget dezhe.
ETRE 4 HAG 11 VLEZ
Degemer dudi - E-pad ar vakañsoù-skol ha d’ar Merc'her d'enderv e vez degemeret ar vugale er greizenn. Obererezhioù àr dachennoù an arz, ar sport, ar sevenadur, an endro … a vez kinniget dezhe.
PROGRAMM AN OBEREREZHIOÙ
Pellgargiñ ar programm
ETRE 4 HAG 11 VLEZ
Degemer dudi - E-pad ar vakañsoù-skol ha d’ar Merc'her d'enderv e vez degemeret ar vugale er greizenn. Obererezhioù àr dachennoù an arz, ar sport, ar sevenadur, an endro … a vez kinniget dezhe.
Ar greizenn dudi zo ur lec’h ma vez broudet ar vugale da zeskiñ beviñ kevret, da vout emrenoc'h-emren, da vleuñviñ ha d’em zigoriñ davet ar re arall. 70 a vugale a c'hell bout degemeret eno d'ar muiañ.
Ar « P’tits Loups » 4-6 vlez
Ar « Bolides » 6-8 vlez
An « Aventuriers » 8-11 vlez
Evit lakaat e anv
Harpiñ ar skoliata
Get ar stignad-se e c’hell ar vugale ag ar CP d'ar CM2 bout sikouret get un den a-youl vat pa reont o deverioù-skol ha kemer perzh e obererezhioù deskiñ.
Digoust eo ar stignad « harpiñ ar skoliata », ha digor da razh ar vugale skoliataet en ur skol gentañ. En drebad-se e vez sikouret get ar vugale gober o labour skol dre tud a-youl vat. Oc'hpenn tra e vez kinniget dezhe obererezhioù pedagogel, a astenn re ar skol.
D’ar Lun, d’ar Meurzh ha d’ar Yaou, a 4e45 da 6e d'enderv
Digoust eo an abadennoù / enskrivadurioù digor keit ma chomo plasoù
ETRE 11 HA 21 BLEZ
Ur lec'h evit ar re yaouank
Ur lec'h graet evit ar re yaouank eo, ma vez savet traoù, raktresoù, roet buhez dezhe, kendivizet ha selaouet an dud. Animaterion a vez àr ar lec'h, evit o skoazelliñ da seveniñ o c'hoantoù hag o raktresoù (ha pa sellhent doc'h an arzoù, ar sevenadur, an dudioù …).
Er lec'h-mañ e c'hell ar re yaouank bout lod en o deverrañsoù, dre ur bochad abadennoù (beajoù, atalieroù harikotal, deskiñ un tamm boks desevadurel...).
Digor d’ar Merc'her ha d’ar Sadorn etre 2e ha 6e d’enderv
D’ar Gwener etre 4e ha 7e d'enderv evit ar re edan 14 vlez hag etre 8e ha 10e da noz evit ar re oc’hpenn 14 vlez
Ur studio son
Adveskiñ ha krouiñ tonioù a c'hell ar re yaouank en ur studio enrolliñ, asambl get un animatour dave. Meur a atalier a vez kinniget : sevel, skoazell, selaou.
Pellgargiñ ar programm
Stignadoù graet a-ratozh evit ar re yaouank :
- Razh ar skolajidi a vez kinniget sikour dezhe en o skoliata. Get tud a-youl vat e c’hell ar vugale bout skoazellet en drebad-se. D’ar Lun, d’ar Meurzh ha d’ar Yaou, etre 4e30 ha 7e d’enderv.
- Pourmenerion an Net, evezh niverel er rouedadoù sokial, meret get animaterion stummet.
- Argant bihan 16/21 blez. Ur feson da c’hounit un tamm argant en ur vout talvoudus d’ar strollegezh. Chanterioù a-stroll (talvoudiñ hentoù-bale, kaeraat ar c’harter) ambrouget get animaterion : 3 euriad labour en eskemm doc’h ur gopr 15€.
- Bout àr ar straedoù. D’ar Merc’her d’enderv, d’ar Gwener ha d’ar Sadorn dre bep div wezh. An animaterion yaouankiz a ya da gavout re yaouank ar c’harter da gaozeal gete, d’o hentiñ, ha da zerc’hel ul liamm gete.
EVIT AN DUD VRAS
Ur bochad abadennoù a vez kinniget evit aesaat ar c’henlodiñ, ar blijadur hag ar beviñ mat kevret : atalieroù harikotal « Brico récup » , keginiñ « Pause Gourmande », stammiñ, lenn, c’hoarioù-stroll, hag abadennoù sevenadurel ha sportel doc’h an deiz.
GET AN TIEGEZHIOÙ
Kemerit lod e sortiadennoù, sportel pe sevenadurel, digor da razh ar rummadoù, pe en atalieroù « Les p’tits dégourdis » evit kerent ha bugale 2-6 vlez. C’hwi a c’hell mont e vakañsoù ivez, da gampiñ d’an aod.
E-pad ar momantoù espar-se, asambl get tud a vicher, e c’helloc’h beviñ amzer blijus get ho tiegezh, diskuizhiñ ha tapiñ begon en-dro.
Pellgargiñ ar programm
Stignad doc’h ar rannad tiegezhel
Skoaziadennoù evit gellet monet da vakañsiñ. Posupl eo ivez goulenn emgav get ar guzulierez ekonomikel, sokial ha tiegezhel, evit labourat kevret àr ar raktres vakañsiñ a garehed seveniñ. Na chomit ket etre an daou, ar greizenn sokial zo anezhi evit ma c’hellehed kas ho raktresoù da benn ivez.
E-KREIZIG-KREIZ AR C’HARTER
Krouiñ abadennoù er c’harter, asambl get e annezidi hag e gevredigezhioù, zo kefridi kreizenn sokiosevenadurel Kergadoù. Momantoù pouezus ha bourrus int, a laka an dud da gavout plijadur ha d’em veskiñ an eil re get ar re arall, evel :
Festoù-karter :
-
Malardez
-
Festoù-karter
-
An hañv e Kerizag
C’hoarioù-c’hwez, sportoù, c’hoarioù, levraoueg àr ar straed… hag arvestoù bev bep sizhun -
An diskar-amzer kengred
Un degouezh hag a laka àr-wel an oberoù lec’hel a-fet an endro hag ar c’hengred (diskouezadegoù, atalieroù, sortiadennoù, krouiñ a-stroll) -
Nedeleg e Menemeur
Enderviad fest hag obererezhioù da goulz Nedeleg -
Oc’hpenn se : emgavioù sizhuniek (kaozeadennoù ha tolpoù àr blasenn ar marc’had d’ar Gwener vintin get an abadenn « la causette »)
UR SKOAZELL DOC’H AN DEN
Bemdez e c’hell ar greizenn sokiosevenadurel ar Kergadoù ho skoazelliñ. Emgav a c’heller kaout get :
- Ur guzulierez àr an ekonomiezh sokial ha tiegezhel ag ar Lun d’ar Gwener
Evit kaout sikour pa vezit get an difraeoù melestradurel, é heuliiñ ho pudjed, evit bout aliet pe hentet a-zivout buhez ho tiegezh : ganedigezh ur bugel, dudioù, raktresoù vakañsiñ, boued… (digoust) - Ur plac’h-ar-boued evit an dud vras
Bep Gwener kentañ ag ar miz. Ret eo goulenn emgav evit bout aliet get ur plac’h-ar-boued ag an Erlec’h Diarbenn Yec’hed. Dre bellgomz da 02.97.62.68.40 pe dre bostel da relais.preventionsante@mairie-vannes.fr (digoust) - Kêrioù Lab
Evit bout aliet pa grouer un embregerezh - 06.65.93.59.35 - K.O.S.G. (Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun)
Burev-pad ar Servij Obererezh Sokial (Font Energiezhoù, dour, ispisiri kengred…) - 02.97.01.65.00
D’ar Lun ha d’ar Meurzh ag 8e330 da 12e vintin (e-maez ar vakañsoù-skol) - Clic&Vannes
Evit bout sikouret pa reer get un urzhiataer
Servijoù oc’hpenn a vez kinniget eno :
Feurmiñ salioù d’ar breveziaded, d’ar c’hevredigezhioù pe d’ar stummadurioù