Skip to main content

A-hed an istoer

Savidigezh ur gêr

Krouet e oa bet Gwened oc’hpenn 2000 blez zo, e goueled ar Mor Bihan. Kreskiñ a reas a-ziàr ar porzh, kalz a oberiantiz ennañ betek an XIXvet kantvlezad.

Darioritum e oa an anv kentañ

E dibenn ar I kantvlezad e-raok JK em astennas ar gêr galian-ha-roman àr an dorgenn Boismoreau, a-dreist un aber. Aozet e oa Darioritum en-dro d’ur forom bras hag a oa kreizenn velestradurel ha politikel bro ar Weneted. E diaz kêr e oa ur porzh é roiñ lañs d’ar c’henwerzh. E dibenn an IIIvet kantvlezad e oa bet savet ur castrum (lec’h kreñv) àr torgenn nes ar Menez.

… ha venetis an eil anv, e deroù ar Vvet kantvlezad

Donet a ra an anv-se ag hini ar Weneted, Galianed trec’het get Kaezar er blez 56 kent JK. Implijet e oa bet en-dro pa gomañsas diskar an impalaeriezh roman. Chom a reas skrivet Vennes e galleg e-pad pell ha Gwened e brezhoneg, distaget « djuened ».

Unan ag eskoptioù kentañ breizh

Adal ar Vvet kantvlezad e oa bet un eskopti e Gwened. Kreskiñ a reas kêr en-dro da zaou greiz : castrum (hag iliz-veur) ar Menez ha torgenn Boismoreau, el lec’h ma oa ar gêr galian-ha-roman. Dilezet e oa bet an eil pol-se er Grennamzer Uhel evit ar castrum m’em ziazezas kêr er Grennamzer.

En XIIvet ha XIIIvet kantvlezad e oa bet nevesaet kêr ha digoret chanterioù bras : adsevel an iliz-veur, sevel ar c’hovu, kempenn ar ramparzhioù… Ur rouedad hentoù frammet-mat a oa neuze en-dro d’ar savadurioù bras-se.

Astenn ar ramparzhioù

E dibenn ar Grennamzer e taas Gwened da vout unan a gêrioù pennañ Breizh. Get an dug Yann IV (1365-1399) e oa bet divizet lakat sevel kastell an Erminig hag astenn ar vagoeriad-kêr a dremenas a bemp da zek hektar. Em astenn a reas kêr trema karter ar porzh a oa birvilh ennañ.

Les souterrains de Vannes

Ar Gêr nevez

Er XVIIvet kantvlezad e oa bet meur a gouvant doc’h em staliiñ tro-ha-tro kêr. Etre 1675 ha 1689, àr-lerc’h ma oa bet harluet Breujoù Breizh a Roazhon da Wened, e oa bet roet lañs da savadurioù nevez, evel e kreisteiz ar gêr gloz. Get ur reizhiad kas dour mat da evet ha rabinoù plantet a wez e oa bet kaeraet kêr ivez.

En XVIIIvet kantvlezad e oa al lec’hid er porzh an dalc’h brasañ. Ret e oa bet sevel ur skluz skarzh ha kempenn kaeoù nevez. Just e-raok an Dispac’h e oa bet kroget da doulliñ motenn Kerinoù, evit eeunaat kanol stêr Gwened, mes ne oa bet achuet namet er c’hantvlezad àr-lerc’h.

Kêriekaat ar fabourzhioù

E-pad an eil hanterenn ag an XIXvet kantvlezad e oa bet ledanaet kêr a-gaoz da zaou dra a zegasas buhez enni : an hent-houarn a oa arruet e 1862 ha, goude 1870, e oa daet daou rejimant kanolierezh d’em staliiñ e Gwened. Labouradegoù bihan ha strolladoù tier a oa bet savet e-tal an ti-gar ha karterioù ar c’hornôg a zaas da vout karterioù annez.

Hentoù nevez a oa bet kempennet, d’ober an dro d’ar magoerioù kozh, chomet mat en o sav. Lod kaer a strivoù a oa bet graet evit sevel savadurioù foran evel ar prefeti hag an ti-kêr.

Kêr hiziv an diez

Àr-lerc’h an eil Brezel-bed e oa kresket kalz kêr. Er blezadoù 1960-80 e oa bet savet Takadoù da Gêriekaat da Gentañ e Kergadoù ha Menemeur, ha kempennet e oa bet hent-tro an hanternoz. Evel-se e oa bet cheñchet kalz tachenn gêr, a ya bremañ dreist harzoù ar gumun. Mes he c’hreiz-kêr kozh zo bet miret mat get Gwened, get ar steuñv saveteiñ ha talvoudekaat a oa bet degemeret e 1982.

Kêr a-hed ar c'hantvlezadoù

Lec’h annez muiañ-karet duged Breizh e oa Gwened e dibenn ar Grennamzer ha dont a reas da vout prefeti ar Mor-Bihan e 1791.

Kêr an eskibien

E-kreiz ar gêr gloz, a-dreist an tier arall, emañ an iliz-veur Sant-Pêr, adsavet adal an XIvet kantvlezad. Eskob kentañ Gwened, sant Padern, en deus roet e anv d’un iliz kozh arall e kêr. Er Grennamzer e oa iliz Sant-Padern un ehan àr hent pirc’hirinderion Tro Breizh.

E 1418-1419 e taas an dominigad spagnol Visant Ferrer da Wened, e-lec’h ma varvas. Un devosion vras a oa evitañ. Patrom kêr eo. Get an Enepdisivoud e oa bet savet e-leizh a gouvantoù tro-dro kêr : Karmezidi diarc’hen, Ursulinezed, Kabusined a oa lec’hiet e karter ar porzh ; ar Jezuisted hag an Dominigiz a oa diazezet en hanternoz hag e reter kêr.

Gwened, fleurenn dugelezh breizh

A-c’houde ar brezel hêrezh a reas e reuz e Breizh en eil hanterenn ag ar XIVvet kantvlezad, duged familh Moñforzh a zibabas Gwened d’ober o annez. Kambr ar C’hontoù a oa e Gwened er XVvet kantvlezad hag eno em vode ar Stadoù lies ivez. E 1485 e oa bet krouet parlamant kentañ Breizh get Frañsez II. Em dolpiñ a rae er C’hastell Gailhard.

Breizh staget doc'h bro-c'hall

E 1488 e oa bet trec’het arme an dug Frañsez II get soudarded Bro-C’hall, e Sant-Albin-an-Hiliber, tost da Roazhon. Dimezet e oa bet e verc’h, an dugez Anna, get roueed Bro-C’hall Charlez VIII ha Loeiz XII, da glask lakaat un termen da frankiz Breizh. Mes e Gwened eo, e miz Eost 1532, ma em gavas ar roue Frañsez I get Stadoù Breizh ha goulenn a reas e vize staget Breizh doc’h Bro-C’hall da virviken. Kement-se a voe peurwiriekaet un nebeud mizioù àr-lerc’h e kastell Plessis-Macé en Anjou.

Ur porzh bras ha kêr-benn ar maezoù

Adal an Henamzer, kêr Wened a dennas he mad a-zoc’h pinvidigezh labour-douar ar c’heinvro ha donet a reas da vout ur greizenn genwerzh gwall oberiant. Àr-dro dibenn ar Grennamzer ha get kresk ar c’henwerzh dre vor, e taas Gwened da vout un etrepaouez gwin a bouez.

En XVIIIvet kantvlezad e oa bet aozet un nebeud merdeadennoù pell a-zoc’h porzh Gwened, mes an aocherezh e oa micher bennañ martoloded ar vro betek an XIXvet kantvlezad. Pand arruas an hent-houarn, e 1862, ha pa cheñchas ar modoù treuzdougen, ec’h aas ar c’henwerzh dre vor àr an diskar.

Ne oa ket kalz a labouradegoù doc’h em staliiñ e Gwened en XIXvet kantvlezad. Ar chanterioù sevel-bagoù hag ar c’hivijerezhioù a oa aspadennoù ag ar Renad Kozh. Serriñ a reas ar govuerezh diwezhañ e 1939. Er blezadoù 1960, get Michelin é tonet da Wened ha get kresk an agrobouederezh, e taas lañs en-dro get ar greanterezh er c’horn-bro.

​​Melestradurezh ha touristerezh

Gwened a chom kreizenn velestradurel departamant ar Mor-Bihan. A-c’houde un nebeud blezadoù ec’h eus digreizennet e Gwened meur a gevrenn skol-veur. Mes kreskiñ a ra an touristerezh hag ar sevenadur muioc’h-mui.

Diwezhatoc’h, goude an eil Brezel-bed, e oa bet komprenet get maer Gwened, Francis Decker, e oa posupl tenniñ splet ag ar glad evit diorren kêr en amzer-da-zonet ha kempennet e oa bet al liorzhoù e-tal ar ramparzhioù.

Élu rattaché

Fabien LE GUERNEVÉ
Fabien LE GUERNEVÉ
Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine