Gouelioù An Arvor
Bout ec’h eus a Ouelioù an Arvor e Gwened a-c’houde 1928. Hep koll spered ar festoù pobl a oa er penn kentañ evit lakaat sevenadur Breizh àr wel, int bet é kreskiñ hep dihan e-pad dekvleziadoù. Bremañ emañ daet Gouelioù an Arvor da vout unan ag ar festivalioù meur e Breizh.
Tro a vez gete da lakaat monumantoù kaer Gwened àr wel get abadennoù arz e meur a lec’h dreistordinal. Bourriñ a rehomp é vout asambl e liorzhoù Limur, e selaouva Karmez, e liorzh ar Ramparzhioù, en ti e vannoù koad get Klub kaerañ baeoù ar bed pe e Palez an Arzoù.
Tro hon eus aze da harpiñ an arzourion a-youl vat er c’helc’hioù hag er bagadoù hag ivez an arzourion a vicher a Vreizh.
Élue rattachée
Nadine PÉLERIN
Maire-adjointe en charge des grands événements, de la communication et des relations internationales