Toutes les déclarations de naissance se font uniquement sur rendez-vous auprès du service état civil. Pour prendre rdv : 02 97 01 61 60
Ret eo disklêriiñ ganedigezh razh ar vugale. Rankout a ra bout graet get un den en deus gwelet ar vamm é wilioudiñ. Get an disklêriadur-se e c’heller sevel an akta-ganedigezh.
Al levrig familh evit enskriviñ ar bugel ennañ, ma vez ul levrig familh get ar gerent dija
Disklêriadur an anv choazet evit ur bugel ma ra ar gerent an difrae-se
An akta-ganedigezh m’eo bet savet a-raok ar c’hanedigezh
Ur brouenn annez (pe chomadenn) 3 miz kozh d’ar muiañ ma n’eo ket bet anavet ar bugel c’hoazh.
Servij Marilh ar Boblañs
Ag al Lun d’ar Gwener a 8e15 da 12e15 hag a 1e15 da 5e
Sadorn vintin a 9e da 12e
02 97 01 60 00
GOULENN UN EILSKRID AG UN AKTA-GANEDIGEZH
Diàr un akta ganedigezh e c’heller roiñ 3 zeul dishañval : un eilskrid klok, ur paper meneget ar maberezh àrnañ hag ur paper hep ar maberezh meneget àrnañ. An divizoù roiñ zo hrevez natur an teul a c’houlennit. An difrae evit e gaout a cheñch hervez lec’h-ganedigezh an den a sell an akta outañ.
Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner.