Skip to main content

Error message

Could not retrieve the oEmbed resource.

MONEDUSTED

Kêr Gwened zo oberiant bemdez evit aesaat buhez pemdeziek an dud nammet, gwelus pe diwelus e vehe o namm. Gwellaet e vez ar vonedusted d'ar lec'hioù foran, surentez hag emrenerezh an tremenerezh e kêr, hag ar vonedusted d'an treuzdougen, d'an diverrañsoù ha d'an deskadurezh. Kement-se a vez graet en ur genlabourat a-dost get ar c'hevredigezhioù, get an annezidi, get ar frammoù foran ha prevez.

DAOUST HA GOUIET A RAEC’H ?

1,10M€ eo ar budjed gouestlet en eil blez dre egile get kêr Gwened d'ar vonedusted d'ar savadurioù foran ha d'ar labourioù da lakaat an hentoù kêr doc'h ar reoladoù.

TREUZDOUGEN HA MONET-HA-DONET

Emañ kêr Gwened ha Mor Bihan Gwened Tolpad é labourat bemdez àr ar vonedusted d'an aveadurioù ha d’an terkadurioù foran, evit ma vo aesoc'h deoc'h monet-ha-donet doc'h ho namm. Izelaet e vez a-blasoù ar riblennoù-straed d’an dud da vonet àrne, digoret e vez plasoù parkiñ oc'hpenn, staliet e vez e kreiz-kêr balizennoù hentoù-bale, gouleier son, pe c'hoazh bandennoù a c'heller santout get an treid.

Seul gwezh ma vez savet hentoù pe cheñchet rummad dezhe e rank servijoù teknikel kêr Gwened doujiñ ur c'haier ar c'hargoù resis. Setu amañ un nebeud skouerioù anezhe :

  • Digoriñ plasoù parkiñ evit an dud nammet (3,30m a ledander e-lec'h 2m), 1 plas dre 49 c'harr-tan
  • Ledander ar riblennoù-straed : 1,40m hep tamm skoilh.
  • Bandennoù a c'heller santout get an treid àr bep treuzenn kerzherion.
  • Uhelder ha livoù ar bonnoù : kement skoilh a zo a zle bout spurmantet get an dud fall o gweled.
  • Reolennoù a-zivout ar c'hrapennoù (izeloc'h evit 6%)

DAOUST HA GOUIET A RAEC’H ?

 

  • 80% ag ar gouleier e kêr zo gouleier son anezhe
    Ur pellurzhier a c'hell an dud dall pe fall o gweled kaout digoust, a-c’houde bout goulennet unan get servij hentoù kêr Gwened. Getañ e c'hell an den bout mestr àr son ar gouleier. Er c'hroashentoù-gouleier ec'h a en-dro ar pellurzhieroù, hag en aveadurioù modulennoù son enne.
  • Parkiñ digoust
    Parkiñ digoust a c’hell an dud dalc'het en o c'herzhed, get ma vo diskouezet ur gartenn divarregezh gete, àr ar plasoù miret àr ar straed hag er parklec'hioù meret get an Ti-kêr. Lezenn an 18 a viz Meurzh 2015.

DIVERRAÑSOÙ

Obererezhioù niverus ha liessort a vez kinniget get kêr Gwened : sport, sevenadur, liesvedia, krouiñ arzel... Ne vern pehani eo ho namm (fizikel, skiantennel, anaoudel pe speredel) : bout zo ur c'hleub, ur gevredigezh pe un aozadur e Gwened a c'hell respont da gement c'hoant ho peus. Ur chomlec'h a-bouez evit gouiet razh an obererezhioù hag evit bout kuzuliet :

Ti ar C'hevredigezhioù

Digor ag ar Lun d'ar Gwener : 8e30-12e15 a.m. ha 1e30-5e30 g.m. (serret e vez da 5e15 g.m. d’ar Gwener).
31 straed Gwilhom ar Barzh, Gwened
Pellgomz – 02 97 62 69 35
Postel - contact.maisondesassociations @mairie-vannes.fr

TACHENN-C'HOARI ABARZHUS

Na c’hortozit ket pelloc’h : kit da c'hoari àr dachenn abarzhus « Bokedoù Tohanig ».
Un dachenn-c'hoari dibar e kêr Gwened, lec’h ma c'hell razh ar vugale c'hoari asambl, get aveadurioù arbennik ha c'hoarioù azasaet.

 

30 c'hoari ha 50 obererezh dudius zo àr an dachenn-c'hoari. Gete e vez douget ar vugale da douchiñ (hentad skiantennel), da zornata (panelloù evit kontiñ, evit sevel...), da selaou (korzennoù ha bonnoù sonerezh...), da ober get ar livoù ha get ar blazoù (get un dibab spesadoù-plant azasaet). E skritur Braille eo skrivet razh panelloù an dachenn-c'hoari.

An dachenn-c'hoari zo enni teir lodenn dishañval hag a c’heller gwelet aes dre livoù ar leurioù gwevn, evit ar vugale ag 1 blez da 14 vlez :

  • An dachenn MOR evit ar re vihanañ
  • An dachenn DOUAR evit ar re grenn
  • An dachenn AER evit ar re vrasañ

GELLET GOBER GET AR LIESVEDIA

C'hwi a garehe selaou sonerezh, levrioù klevet... Mediaoueg Beaupré-Tohanig zo ur lec'h dave evit degemer an dud skort o gweled

E mediaoueg Beaupré-Tohanig ec’h eus :

  • Un dastumad bras a levrioù klevet hag ur savenn niverel
  • Dafar urzhiataerezh azasaet, get ur post labour klok : un urzhiataer da vonet d’an internet, getañ un douchennaoueg bras he stokelloù hag ur skramm 27 meutad àr ur vrec'h koublet, ennañ meziantoù sintezenn ar gomz ha re da vrasat an arouezennoù. Ur skramm-brasaer, un diskweler skritur Braille, ur werenn-greskiñ elektronek, ur mekanik-lenn ha daou lenner levrioù klevet enrollet àr CD, àr DVD pe e restroù MP3.
  • Atalieroù deskiñ ha skoazelliñ, da ouiet gober get an urzhiataerezh, àr emgav

GLAD – TOURISTEREZH

Perak ne rehec’h ket anaoudegezh get kreiz-kêr istorel Gwened ha get e vonumantoù pennañ ? Un hentad azasaet ha servijoù niverus zo kinniget deoc’h evit se.

Gweladennoù aozet evit an dud nammet zo kinniget get servij glad kêr Gwened :

  • Gweladennoù digor d'an TDK, testennoù-skrid ar weladenn hentet roet diàr c'houlenn get an henterion-prezegennerion
  • Gweladennoù e yezh ar sinoù gallek (YSG) – ret eo miret plasoù e-raok.
  • Sturlevr evit gober anaoudegezh get Gwened hag a gaver e ti an douristed.

Evit profitiñ da vat a draezhenn Koulev ec’h eus lakaet en ho kerz un tapis ha kadoerioù-ruilh da vonet en dour.

Label Handiplage

Profitez de la plage de Conleau, accessibles aux personnes à mobilité réduite, située à 5 km au sud du centre-ville de Vannes grâce à la mise à disposition de :

  • Une piste de 15 mètres en polyester recyclé positionnée sur la plage. Elle permet d’accéder plus facilement à l’eau entre mai et septembre en fauteuil roulant, poussette ou autres sans s’enfoncer dans le sable.
  • Deux fauteuils Hippocampes
  • Un fauteuil de « mise à l’eau »
  • Sanitaires handi à moins de 100 m

PRIVEZIOÙ FORAN

Kêr Gwened a zegas soñj e tle an dud klañv get ur KTHB (kleñved tanijennel henek ar bouzelloù), gete ur Gartenn Mallusted Privezioù (KMP) roet get ar Gevredigezh François Aupetit (KFA) tremen da gentañ da vonet d’ar privezioù foran ha da re melestradurezhioù ha kenwerzhioù kêr. Emañ an aezamantoù-se e-mesk re ar c'henemglev sinet etre an Ti-Kêr ha KFA e miz Kala-Goañv 2014.

Informations pratiques

Il existe plusieurs aides pour vous faciliter la vie, que ce soit à votre domicile ou à l’extérieur. Certains organismes sociaux sont habilités à vous fournir de multiples informations sur ces aides.

  • APF France Handicap
    Service d’Intervention Sociale
    Individualisée ISI APF 56
    8, rue Ella Maillart
    Tél. 02 97 47 87 53
    isi.56@orange.fr
    www.moteurline.apf.asso.fr 
  • Centre Communal d’Action Sociale (CCAS)
    Le CCAS vous informe sur vos droits et instruit toute demande 
    d’AAH, PCH, ACTP ou APA.
    Centre Victor Hugo 
    22, avenue Victor Hugo
    Du lundi au vendredi:
    8h15-12h15 et 13h15-17h
    Tél. 02 97 01 65 00
    ccas@mairie-vannes.fr
  • Hôtel de ville 
    Pour toute question relative à la vie en société, les élus sont à votre écoute, sur rendez-vous.
    Place Maurice Marchais
    Du lundi au vendredi: 8h-12h15 et 13h15-18h
    Tél. 02 97 01 60 00
  • Maison Départementale de l’Autonomie du Morbihan (MDA)
    16, rue Ella Maillart - ZA de Laroiseau
    Lundi, mercredi et jeudi:
    8h45-12h et 13h15-17h
    Mardi: 10h-12h et 13h15-17h
    Vendredi: 8h45-12h et 13h15-16h
    Tél. 02 97 62 74 74
    contact@mda56.fr
    www.morbihan.fr

Sturlevr an emrenerezh

E-leizh a ditouroù pleustrek hag a zarempredoù talvoudus zo dastumet ennañ, evit ho skoazelliñ, c'hwi ha ho tud-nes, da veviñ gwell e Gwened.
Ur stumm paper anezhañ a c'heller kavout digoust e lec’hioù-degemer kêr Gwened pe diàr c'houlenn (02 97 01 60 00).
Ar stumm e skritur Braille ag ar sturlevr a c'heller kavout e lec’hioù-degemer kêr Gwened hag e Ti an Douristed.

Service rattaché

Centre communal d action sociale

22 avenue Victor Hugo,Vannes
8h15-12h15 et 13h15-17h (fermé le mercredi après-midi)

Élue rattachée

Chrystel Delattre
Chrystel DELATTRE
Maire-adjointe en charge de l'accessibilité et de l'inclusion