Skip to main content

BEREDOÙ

Eurioù digoriñ ar beredoù

D’ar 1añ a viz an Azvent, d’an eurioù digeriñ boas, e vez digor ar beredoù.

  • Goañv : A viz an Azvent d’ar 15 a viz Meurzh, digor bemdez a 8e da 6e. 
  • Hañv : Ag ar 16 a viz Meurzh d’ar 14 a viz an Azvent, digor bemdez a 8e da 7e.

Difraeoù melestradurel

An difraeoù melestradrel a vez graet e burev bered Boismoreau nemetken ag al Lun d’ar Gwener a 9e da 12e hag a 2e da 5e.
An titouroù-mañ a c’hellahet kaout ennañ :

  • Difraeoù evit douarañ un den tremenet, preniñ pe adneveziñ koñsesionoù, labourioù…
  • Titouroù gwirel a-zivout lezennadur an aferioù kañv

KAVOUT UR BEZ

Daou vonn etreoberiat zo bet lakaet e plas get Kêr Gwened. Gete e c’hell razh ar weladennerion, en ur skriviñ anv an den tremenet ha netra ken, kavout ur bez (kav-jarl pe kolombariom) aes. Gellout a reer gober an enklask a-raok monet di, en ur gevreiñ ouzh ur savenn enlinenn. E bered Kalmont hag e Bered Boismoreau eo staliet ar bonnoù-se.

PRIZIOÙ AR C’HOÑSESIONOÙ

Prizioù ar c’hoñsesionoù, hañval evit an div vered, a vez votet bep blez get ar C’huzul-kêr ha ne sellont nemet ouzh feurm an dachenn evit ur pad resis. Hañval eo ar prizioù evit ur brenadenn (feurm 1añ) pe evit adneveziñ ur c’hoñsesion tachenn.

Get Kêr Gwened e vez gwerzhet koñsesionoù tachenn pe koñsesionioù-ludu d’an dud a zo é chom pe a zo marvet e Gwened hepken. Ar c’hoñsesionoù a vez grataet hervez an ezhommoù hag ar pezh a c’heller gober àr an dachenn. E mod erbet ne c’hello an den a feurm ar c’hoñsesion choaz e lec’hiad.

KOÑSESIONOÙ TACHENN

Evit douarañ un den en douar àr-eeun pe en ur c’hav-bez :

Tachenn : lec’hiad eeun

  • 15 vlez nevezadus : 449 €
  • 30 vlez nevezadus: 965€
  • 50 vlez nevezadus: 1 909 €

Kav-bez e-maez lec’hiad (P.T.M. (pep taos er-maez) ) : 

  • Nevez (2 blas) : 1355 € (1626€ P.T.B. (pep taos e-barzh))

Tachenn : lec’hiad doubl

  • 15 vlez nevezadus : 899 €
  • 30 vlez nevezadus: 1 940€
  • 50 vlez nevezadus: 3 823 €

Tachenn : lec’hiad 1 m²

  • 15 vlez nevezadus: 206 €

LEC’HIENN AL LUDU

E beredoù Gwened e vez kinniget kombodoù ivez er c’holombariom da lakaat jarloù. N’eus nemet e bered Kalmont ec’h eus kavoù-jarl hag ul Liorzh an eñvor.

Kolombariom

Chom a ra Kêr perc’hennn àr ar blakenn serriñ da c’hortoz

  • Feurm 1añ evit 15 vlez : 700 €
  • Feurm 1añ evit 10 vlez : 500 €
  • Adneveziñ : 335 €
  • Adfeurmiñ (eil-dorn) : 432 €

Kav-jarl

Chom a ra Kêr perc’henn àr ar blakenn serriñ da c’hortoz

  • Feurm 1añ evit 15 vlez : 700 €
  • Adneveziñ: 335 €
  • Adfeurmiñ (eil-dorn)  : 432 €

PENNWIRIOÙ

Kav-bez da c’hortoz

  • Lec’h ac’hubet dre arched dre noziad (Digoust e vez an noziadoù da Sadorn, da Sul, da Lun hag en deizioù-gouel) : 47 €
  • Lec’h ac’hubet get ur relegouer dre noziad (da baeiñ en tu all d’an eil noziad) : 22 €

Liorzh an eñvorennoù

  • Engravadur àr vogerig Liorzh an eñvorennoù : 123 €

Diwall

Laerezh traezoù pe bleunioù hag ivez distruj, disliberiñ pe gwastiñ ur mad hag a zo d’an hentez a zo kastizet get al lezenn.

  • Al Lezenn Niv. 92-685 ag an 22 a viz Gouere 1992

a adreizh diferadurioù ar c’hod kastizel a denn da gastiziñ an torfedoù hag ar felladennoù a-enep ar madoù. Kastizet e vez al laeroñsioù get tri blezad toull-bac’h ha get 45 000 € a dell-kastiz (mellad 311-3 ag ar C’hod kastizel).

  • Lezenn Niv. 2002-1138 ag an 9 a viz Gwengolo 2002.

Distruj, disleberiñ pe gwastiñ ur mad a zo d’an  hentez a zo kastizet get daou vlezad toull-bac’h ha get 30 000 € a dell-kastiz.
Ar fed da dresiñ enskrivadurioù, arouezennoù pe tresadennoù, hep bout aotreet a-raok, àr an talbennoù, ar c’hirri, an hentoù foran pe an arrebeuri kêr a vez kastizet get 3 750 € a dell-gastiz hag ur boan a labour a laz hollek (mellad 322-1 ag ar c’hod kastizel).

Service rattaché

Bureau des cimetières

10 rue 4 frères Créac h Vannes

Élue rattachée

Monique JEAN
Monique JEAN
Maire-adjointe en charge de la sécurité, de la tranquillité publique et de la citoyenneté