Naetadurezh Gwened hag he c’harterioù zo unan a brioriezhioù an Ti-kêr.
Evit kinnig deoc’h-razh un endro a-feson e vez ar wazourion-kêr adal 4e30 vintin bemdez é naetaat an domani foran. Un nebeud diarbennoù zo bet kemeret a-c’houde meur a vlez : ur steuñv taliñ doc’h an traoù diseven, ingalerioù seier evit an distaoladoù chas, dastum an deil marv en ur mod efedusoc’h en diskar-amzer ha koulzad diverkiñ ar grafitioù digoust.
Ur stignad zo bet laket e plas get an Ti-kêr ivez, e anv « Alo Ti-kêr Emell », evit simplaat an traoù hag evit kement goulenn emell zo. Pep kengêriad a c’hello degas e lod e naetadurezh-kêr evit ma vo Gwened ur gêr naet, asambl genoc’h hag a-drugarez deoc’h.