Ar Pollenariomoù-gedourien® zo liorzhoù enne spesadoù allergus tolpet hervez un hentenn skiantel hag evezhiet o follenadur bemdez.
Gete e c’hell an dud allergek doc’h ar bleud-plant hag ar vedisined gouiet e vez taolet pollen get ar spesadoù allergus kentizh ha ma ta ar greunennoù bleud-plant kentañ àr-wel en aer.
Ha gouiet a raec’h ?
Etre 20 ha 25% ag ar boblañs zo allergek doc’h ar bleud-plant. An allergiezhioù-se a c’hell degas :
- droug daoulagad
 - diaesterioù analiñ (sifern, poan-c’hoûg, paz, astma…)
 - drougoù kroc’hen (skaot, ekzema)
 - distresadur a galite ar vuhez (poan benn, poan é kousket, startoc’h e vez gober traoù ordinal…)
 
Un allergiezh diàr ziv a dro da astma bronkezek.
Service rattaché
Élu rattaché
				Gérard THÉPAUT
					Maire-adjoint en charge du climat, biodiversité, finances et transformation numérique