CHAPEL SANT IWAN
AN ISTOR AR RENEVEZIÑ Visite virtuelle E-KREIZ AR C’HOSTEZIOÙ MONET DA VESEN MONET DA VESENAN ISTOR
Skolaj kentañ Gwened, a oa stag chapel gentañ Sant Iwan outañ, a voe savet e 1577.
- E 1629-1630 e oa bet fiziet ar skolaj hag e chapel er Jezuisted. Renevezet e voe ar chapel e 1616, a-raok bout adsavet etre 1661 ha 1685 get tresoù ar breur Charles Turmel, a heulias ar chanter betek 1675 hag arc’hantaouet e voe get donezonoù brokus al leanez Catherine de Francheville. Get an arkitektour Jean Caillot e voe echuet an talbenn e 1678.
- E 1681 e stagas an arkitektour Mathurin Bussonière a Naoned da sevel bolzadur ar chapel. Un tour bet savet a-raok ar chapel, hag a dalveze da arsellva steredoniel, a voe ouzhpennet àr-lerc’h. Da vare an Dispac’h bras e voe implijet evel templ degadel.
- E 1927 e savas an arkitektour Joseph Caubert de Cléry un danevell a-zivout stad bolzoù ar chapel diàr c’houlenn maer ar gumun.
- E 1991 e voe lidet an ofisoù relijiel diwezhañ er chapel. Serret e voe d’an dud àr-lerc’h, evit abegoù surentez.
AR RENEVEZIÑ
Palioù reneveziñ ar savadur dibar-se e Breizh, heverk get e framm en un tamm hepken, eo gwareziñ glad istorel Gwened ha roiñ tro d’e zigoriñ d’an dud, 30 vlez goude ma oa bet serret.
Talvout a ray al lec’h-se àr an dachenn sevenadurel ha pedagogel. Gant Kêr e c’hello bout degemeret sonadegoù pe diskouezadegoù berrbad, seminarioù zoken.
Gellout a ray ar skolaj Jules Simon implijout al lec’h-se ivez evit e abadennoù kan pe sonerezh e liamm get ar programmoù-deskiñ.
Da-geñver renevezadur Chapel Sant Iwan ec’h eus bet graet labourioù a-fet monedusted, aezamant, kleved ha talvoudekaat ar glad evit adkavout « kaerded » gwezharall ar savadur.
A-benn distro 2021 eo rakwelet achuiñ al labourioù àr ar chapel.
Visite virtuelle
Une visite virtuelle proposée par le magazine Le patrimoine breton et HD Media
E-KREIZ AR C’HOSTEZIOÙ
UR GWIR CHEMET
E-kreiz ar savadur-se, sellomp a dostoc’h doc’h labour pizh renevezerion ar glad hag ar venerion-vein, karget da resteurel an elfennoù kinkliñ ha sevel, bet gwastet get an amzer, evel ma oant er penn-kentañ.
DISKOACHIÑ ARDAMEZIOÙ
Get atalier rannvroel ar reneveziñ karget da adroiñ buhez da stern-aoter chapel S. Iwan ec’h eus bet diskoachet ardamezioù a bep tu ag ar chapel en ur denniñ ar c’hartoñsoù a oa bet plaket aze dre begiñ ha tachiñ àr c’horreennoù bolzet un tamm.
Unan ag an ardamezioù a laka da welet un erminig a ziwezh an 19vet kantved.
Àr ar c’hartoñsoù-se, degaset marse e 1899 (« Livadur ardamezioù get choaz lakaat pevar skoed ») ec’h eus bet gellet get enklaskoù neverezion ar chapel lakaat àr wel kinkladurioù fin-kenañ, a ziskouez, àr an tu kleiz, ur gurunenn kinklet get delioù, hag àr an tu dehoù, un erminig.
Àr an tu dehoù n’o deus gellet an nevezerion nemet gwelet bezañs restachoù bihan ag ar c’hartoñsoù. Hañvalout a ra ar re-se bout bet brasdispeget.
Kavout a reer tammoù bihan-kenañ anezhe hag a laka da soñjal e oant int ivez goloet get ur c’hinkladur.
Prouet eo kement-se get bezañs gorreennoù ha rannigoù arc’hantet rouez-tre àr ar skoed dehoù, rannigoù hag a vehe damhañval doc’h ar re kavet pa oa bet graet àr-dro an erminig a zo doc’h an tu kleiz.
Edan ar gwisponadurioù gell diwezhañ e weler ur c’horreenn rouestlet he neuz hag evel ma vehe bet skrabet. Ne chom, àr a hañval, tres ebet hag a rohe tro da anaout ardamezioù kont Lannuon.
ER C’HEV
Ar c’hev bolzennek a zo edan leur chapel Sant Iwan a c’heller mont ennañ dre un nor vihan hag a sko àr borzh ar skolaj Jules Simon. Meur a arched, kloer enne, a oa bet roet goudor dezhe ennañ, a-raok bout preizhet da vare an Dispac’h. Gwelet a reer splann àr al luc’hskeudenn-mañ, bet tennet e deroù miz C’hwevrer, e oa kinklet ar sel get freskennoù ha na chom anezhe, siwazh, nemet un nebeud tammoù gwastet fall. Àr an douar e weler ivez un dar kizellet bet diskoachet da-geñver al labourioù reneveziñ. Ardamezioù ur c’hardinal e vehe, àr a hañval. Pehini avat ?
AN EMBREGEZHIOÙ É LABOURAT
Ar framm lakaet àr wel evit adkempenn anezhañ penn-da-benn, ar gwerennoù-livet divontet unan-hag-unan evit bout renevezet pe erlec’hiet… Edan ar vallin a c’holo chapel Sant Iwan penn-da-benn hag a zo bet gwallgaset get barradoù avel taer e-pad ar barr-amzer Aleks, en noziad etre ar 1añ hag an 2 a viz Here 2020, emañ an embregerezhioù é labourat evit gober razh al labourioù da greñvaat ha da reneveziñ ar chapel.
MONET DA VESEN
MONET DA VESEN
EN ENOR DA JEAN NIVÈS, MESEN CHAPEL SANT IWAN
« Biken ne zisoñjo Gwened ar roadenn biskoazh brasoc’h en deus graet, gant e wreg Annick, evit reneveziñ chapel Sant Iwan, a oant ken tomm outi. Soñjal a reomp ennañ, en e wreg hag en e familh hiziv».
David Robo, maer Gwened
Lâret e oa bet ar gerioù-se get maer Gwened, David Robo, d’an 22 a viz Mezheven 2021 pa oa bet keloù a varv Jean Nivès, d’ar Sul 21 a viz Mezheven, en oad a 93 vlez.
Ar Gwenedad Jean Nivès, bet ganet d’ar 1añ a viz Gouere 1926 e Kore, e-kichen Rosporden e Penn-ar-Bed, a oa patrom kozh an embregerezh treuzdougen dre girri Jean Nivès S.A., a oa bet diazezet gantañ àr hent Naoned, e Sine e 1968 ha gwerzhet e 1988 pa oa aet àr e leve.
Get an embregerezh-se, a oa bet en e vleuñv en e amzer, e veze labouret en Europa a-bezh. E-kreizig-kreiz e obererezh e oa bet betek 130 implijiad ha 226 karr ennañ. Jean Nivès hag e wreg o doa roet ur milion a euroioù da gêr Gwened e miz Kerzu 2017 pa oa bet savet argant evit saveteiñ Chapel Sant Iwan.
Trugarez vras d’ar vesenerion vrokus hag ivez d’ar roerion o deus bet c’hoant da chom dianav.
M. François Ars
M. Armel Audic
Mme Raymonde et M. Claude Bernardini
M. Karim Benamar
Mme Annick et M. Gérard Bodiguel
M. Pierre Bleher
Mme Michèle Boisson
Mme François Botherel
M. Denis Bortholom
Mme Marie-Hélène Bouxin
Mme Jacqueline Brenier
M. Michel Brouard
M. Louis Broussouloux
Mme Michèle Boisson
Mme Nelly et René Cadudal
M. Pierre Carre
M. Jean Yvon Chapin
M. Hervé Chauvel
M. Jean Cheval
Mme et M Françoise et Jean Clainche
Mme Jeanne Cloerec
M. Marc Cloerec
Mme Pascale Corre
Mme et M Jocelyne et Yves Conraud
La Compagnie des Ports du Morbihan
M. Gilles Damois
Mme et M Marie-Louise et Dominique Danguy Des Deserts
Mme Chrystel Delattre
M. André Devillicitat
Mme Hélène De Boudemange
M. Eric Depez
Mme et M. Martine et Charles Dubée
Mme Blandine Dupaty
M. Alain Ducloux
Mme Nadine Ducloux
Mme Sylviane Dupaix Lebreton
M. Tanguy Danielou
Mme et M Amaury De Bouvet
Mme Marie Antoinette Egron
Mme et M Ferrand
Mme Régine Hénaff
M. Loïc HAREL
M. Bertrand De Lagarde
Mme et M Danièle et Emmanuel De Lutzel
Mme et M Patrick et Elisabeth Ferron
M. Jean Cusin Gogat
M. Georges Gaber
Mme et M Le Guillochet Gérard
M. Antoine Goursolas
Mme et M Vincent Gicquel
M. Vinson Gilbert
Mme Laurence Goullin
Mme et M Mireille et Paul Grandin
Mme et M Jean Guillot
Mme et M Alain Guillouet
Mme et M Charles Hajiaaj
Mme et M Michel Hamonet
Mme et M Roger Hedan
Mme et M Emilie et Norbet Hiblot
Mme Chantal Jacquemot
M. Lucien Jaffré
Mme Monique Josset
Mme et M Claude Jossic
M. Gildas Konnert
M. Patrick Laloux
M. Thierry Lauf
M. René Launay
Mme et M Paul et Germaine Lacour
Mme Marie-Thérèse Laurens
M. Bruno Lunven
M. Olivier Le Brun
Mme Odette Le Bec
M. Hubert Lefevre
M. et Mme Lionel et Rasiat Detsiyeva Krainski
M. Yvon Savi
Mme. Aline Tenk
Mr. et Mme Gilbert et Roseline Beltran
M. Gérard Lamotte
M. David Lappartient
M. Luc Laudrin
Mme Françoise de La Laurencie
M. Loïc Lerbert
M. Philippe Le Berigot
M. Jean-Yves Lebreton
M. Richard Lemarchand
Mme Jeannine Le Berrigaud
Mme Françoise Le Blevec
Mme Pascale Le Blevec
M. Henri Le Blevec
Mme Françoise Le Clainche
M. Pierre Le Guyader
Mme Josiane Le Martelot
Mme et M Eric Le Mercier
M. Alain Le Mentec
M. Fabien Le Guernevé
Mme Hortense Le Pape
M. Vincent Lidsky Pauty
Mme Marie-Thérèse Liegeois
Mme et M Paule et Lucien Loiseau
Mme Marielle Le Roux
Mme Jeanine Le Trionaire
M. Pierre Mahé
M. Yann Mahéo
M. Maurice Mahieux
Mme Armelle Manchec
Mme et M Andrée et Roger Maupay
M. Pierre Antoine Martel
M. Yannick Ménager
Mme et M Claude Minier
Mme Eliane Moreau
M. Gilles Morin
Mme Léonie Motto
Mme Istria Monique
Mme et M Annick et Jean Nivès
Mme Odette Nourisson
M. Pierre Pavec
Mme Dominique Penhouet
Mme et M. Jean Peltier
M. Jean Philippe Peries
Mme Marie-Christine Pierre
M. Serge Pincemin
Mme Chantal Pincemin
Mme Nadia Pistenon
M. Michel Plunian
Mme et M Claudie et Claude Poulain
Mme Ghislaine Porcher
Mme Colette Pottier
Mme Michelle Robin-Daniel
Mme Pascale Sachot
Mme et M Salette
Mme Marie-Christine Seguela Niol
Mme et M Anne-Marie et Yves Tanguy
M. Pierini Vincent
Mme Debien
M. Grégoire
Mme Claudine Gilet
Père Paul Fisher
M. Lemarchand
M. Le Quintrec
Mme et M Barbaron
M. Michel et Mme Noëlle Pavec
Mme Christine Penhouët
M. Pastorini
Mme Marie-Claire Raison du Cleuziou
Mme et M Regis
Mme Maryannick Rouzaud
M. Gabriel Sauvet
Mme et M Schmitt
Mme Karine Schmid
Mme Marie-Thérèse Souchet
M. Dominique Simon
M. André Spicer
Mr Davide Stefani
Mme Le Quintrec
Mme et M Bour
M. Gérard Thepaut
M. Jean-Marie Tricot
M. Jean-François Vidal
M. Patrick André et Mme Thérèse-Anne Vidiani
M. Pierre Villeneuve
M. Jacques Tournière et Mme Hélène Bortolotti
M. Jean Perraud
M. et Mme Bruno Durand
M. Noël Couderc
M. et Mme Grout de Beaufort
Mme Bernadette Even
M. Antoine D'Audiffret
M. Alain-Michel Richer
M. Guillaume Kermenezy
M. Alan Priez
M. Léon Tétu
M. Bernard Baumann
Mme Madeleine Courageux
M. Dominique Delaunay
M. Nicolas-Mary Chabrier
Mme Jeanne GROUT DE BEAUFORT
Melle Solange AUGER
M et Mme Jean-Christophe et Nicole AUGER
Mme Martine PEYREL AUGER
M Bertrand MAFFRE
M et Mme Joseph et Lucette LEVESQUE
M Patrice MARIVIN
M Pierre LE BODO
Entreprises & associations
Alain Briendo - Maître d'oeuvre
Nomade architectes
Lignières patrimoine - Conseil financier et gestion du patrimoine
SAUR
les ateliers Jehanno - menuiserie charpente
Villa Kirvov - boîte de nuit
Big Mat - matériaux de construction
Eiffage
Aquarium de Vannes
Navix compagnie maritime du Golfe du Morbihan
GPI Garaud Promotion Immobilière
LNA Villa de Tohannic - Maison de retraite médicalisée
Amicale Jules-Simon
Association les amis de Vannes
SARL Le 4
Le Saint Nicolas
Saint Vincent
SAS Allanic Frères Vannes
STS Ronco
Sovigolfe Holding
Geo Bretagne Sud
Groupe Lamotte
Abri Services
TPC Ouest
XO Conseil
Vannes Stats Consulting
Chapelle Saint-Yves
Chapel Sant Iwan zo ul lodenn a savadurioù-glad arouezel ar gumun. Get ar Jezuisted eo bet savet er XVIIvet kanved hag emañ e-kreizig-kreiz kêr, e norzh ar blasenn Maurice Marchaix. Hag hi test ag Istor Gwenediz hag a hini ar skolaj stag outi, roll kêr Gwened eo gwarantiñ ma vo gwarezet.